Arc'hantaouiñ ar stummadurioù

Dre m'eo bet an hini kentañ o vont war tachenn ar stummadurioù dibaouez en deus prenet skipailh Stumdi ur skiant dibar war stummañ oadourien war ar Brezhoneg.

Skoazelloù

Stumdi  a zo un aozadur stummañ grataet hag e stummadurioù a c'hell bezañ kemeret e karg e meur a zoare. Evit gouzout hiroc'h war ho kwirioù d'en em stummañ e c'heller pellgargañ ar pdf-mañ

Implijidi

Ha pa vefec'h gant ur gevrat termenet pe didermen e c'hell hor stummadurioù bezañ kemeret e-karg e framm ar stummadur dibaouez :

Muioc'h a ditouroù a c'heller kaout en ur glikañ war al liammoù kinniget pe en ur vont e darempred gant an den e-karg eus an implijidi en ho labour.

Danvez-kelennerien

Kuzul Rannvro Breizh a ginnig skoazelloù deoc'h pe ar yalc'had SKOAZELL  pe DESK.

Tud dilabour

M'emaoc'h e soñj mont war ur vicher vrezhonek e c'heller bezañ skoazellet gant ar c'huzul rannvro.

All

Tud ha n'int nag implijidi na dilabour met gant ur raktres micher e Brezhoneg a c'hell - e degouezhioù 'zo- kaout skoazelloù evit o stummadur. Deuit e darempred ganeomp.

Embregerezhioù ha strollegezhioù

Stummañ hoc'h implijidi d'ar yezh pe da sevenadur Breizh a fell deoc'h ober? STUMDI, aozadur stummañ grataet, zo prest d'ho sikour en ho raktres.

Koust ar stummadurioù

Koust ar stummadurioù a c'hell cheñch diouzh :

  • ar seurt stummadur

  • al lec'h hag ar padelezh

  • statud ar stajiad-ez

  • an niver a stajidi...

Rakprizioù a vez savet diwar c'houlenn.

Kit e darempred ganeomp war contact@stumdi.bzh pe dre pellgomz d'ar 02 98 21 39 94 en ur lavarout evit peseurt staj e vo, ho statud (implijad, den dilabour, studier...) ha ma vez ar stummadur e-barzh framm ar stummadurioù diabouez.

Peurvuiañ ne vez ket kemeret e kont koust ar bod hag ar boued e koust ar stummadurioù.

 

Partager/Sauvegarder