30 vloaz Kreizenn-stummañ Stumdi

 

UN AVANTUR DREIST-ORDINAL ... SKRIVET EN UL LEVR

Embannet ez eus bet gant Stumdi ul levr evit 30 vloaz ar greizenn-stummañ. Tro ho po gant al levr-mañ da gompren gwelloc’h istor Stumdi ha da lenn pennad-stur Ronan Hirrien, prezidant Stumdi met ivez hini André Lavanant, bet prezidant kentañ ar greizenn. Kinniget e vo deoc’h ivez ar skipailh, ar c’huzul-merañ, paeroned ha maeronezed Stumdi. Stajidi gozh, bet war ar stummadurioù hir 6 pe 9 miz, a zo lakaet war-wel ivez.

Dibabet hon eus neuze 20 den gant profiloù micher disheñvel pep hini anezho bet poltredet gant ur poltrejer a-vicher (Yann Champeau) war o lec’h-labour. Pep hini en deus respontet d’ur c’houlennaoueg hag a sikour al lenner da c’houzout perak en deus bet c’hoant da  zeskiñ brezhoneg ha petra en deus digaset ar yezh dezhañ en e vuhez micherel ha personel…

Diwar mennozh Nolwenn Guiziou, stummerez, evit lidañ 30 vloaz Stumdi / Grafour al levr : Yann Champeau / Niver a skouerenn bet embannet : 300

 

Prenañ al levr :

Priz : 10€

- War-eeun e burevioù Stumdi (Maner Keranden e Landerne)

- E levrdi "Saint Christophe" e Lesneven

- Dre lizher (frejoù post da ouzhpennañ diouzh an niver).

Deuit a darempred ganeomp : 02.98.21.39.94 / contact@stumdi.bzh

Partager/Sauvegarder