Denez, paeron

DENEZ, PAERON STUMDI.

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz - evit lakaat war wel e stummadur hir - ur v/brezhoneger(ez) brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Goude Riwanon Kervella, eo Denez a vo paeron Stumdi ar bloaz-mañ, evit e labour treuzkas ar brezhoneg dre ar c’han hag ar sonerezh. War meur a leurenn e Breizh hag er bed a-bezh eo pignet ar c’haner.

En ur asantiñ bezañ paeron et c’hello dre e skiant-prenet micherel ha personnel, ambrougañ ar stajidi da zeskiñ ar yezh a vez implijet gantañ bemdez.

© Pierre Terrasson

Partager/Sauvegarder