Roit harp d'hon obererezhioù !

Deuet eo hor c'hreizenn-stummañ da vezañ anavezet evel ur gevredigezh a laz hollek hag a c'hell degemer roadennoù gant an dud pe an embregerezhioù. 

O reiñ arc'hant da Stumdi e kemerit perzh e raktresoù stummañ hag heñchañ an aozadur hag e lakait war wel ul labour a-stroll evit diorren ar brezhoneg.

Bez e c'hell, ar re a fell dezho reiñ arc'hant da Stumdi, goulenn e vefe digresket o zailhoù, diouzh lezenn ar 1añ a viz Eost 2003 e-keñver ar mesenerezh sevenadurel : 66% eus ar sammad evit an hiniennoù ha 60% evit an embregerezhioù.

Muioc'h a ditouroù war ar follenn-bleg-dibleg-mañ.