Profiloù micher

Setu taolennoù prantad-kentañ ar stummadur hir 2015-2016 : profiloù nann-kelenn, profiloù ar c'helenn, profiloù micherioù an deskadurezh

Taolenn an eil prantad 2016 : profiloù nann-kelenn, profiloù ar c'helenn, profiloù micherioù an deskadurezh

Profiloù micher

Bep bloaz e embann ar servij-heñchañ 3 zaolenn. Enno e vez kavet profiloù micher ar stajidi enskrivet.

Dispartiet eo bet ar fichennaouegoù amañ-staget e teir lodenn :

- Profiloù nann-kelenn

- Profiloù ar c‘helenn

- Profiloù micherioù an deskadurezh

Evit pep lodenn, e vez kavet :

Un daolenn divyezhek dre brantad, da lavaret eo :

- Prantad kentañ : stummadur 6 miz eus Gwengolo da Meurzh

- Eil prantad : stummadur 6 miz eus Genver da Gouere



Notenn : M’en deus c’hoant un implijer tuta buan unan bennak, e raio da gentañ e zibab e taolennoù eus ar c’hentañ pe an eil prantad e-keñver an deiziad implij rakwelet. Evel just, gwelloc’h eo degemer unan a zo echu gantañ pe ganti e stummadur e brezhoneg.

Padal, ral eo kavout profiloù micher zo, ha prest e vo implijerien zo da zibab ur stajiad(ez) ne vefe ket echu e stummadur gantañ pe ganti, ha d’e ginnig ur post-labour e fin e stummadur.



Penaos ober evit degemer ur curriculum vitae ?

Un niverenn a zo bet lakaet evit pep CV.

Ma’z oc’h intereset gant unan anezho, n’ho peus nemet mont e darempred ganeomp, o reiñ deomp da c’houzout :

- titl an daolenn, o resisaat peseurt prantad

- an niverenn(où) dibabet

Kaset e vo deoc’h dre lizher ar CV(où) dre ar munud.

Aze e c’helloc’h mont e darempred gant hor stajiad(i) war-eeun ha kinnig dezhañ un emgav.

 

Ha ne gavit ket ar profil(où) emaoc’h o klask ?

Memes ma ne gavit ket ar profil(où) klasket, deuit e darempred ganeomp : gouest omp d’ober enklaskoù e-barzh hor fichennaouegoù kosoc’h.

Ober a reomp hor seizh posubl evit enrollañ buan pep cheñchamant er fichennaoueg-mañ, ha tu zo deoc’h goulenn kaout al listennoù diwezhañ dre bostel pe lizher o vont e darempred ganeomp :

Servij-Heñchañ Stumdi : serv.insertion.henchan@stumdi.bzh

 

Partager/Sauvegarder