Stajoù micher

Stummadurioù micher berr a vez kinniget ivez gant Stumdi.

Brezhoneg ha bugaligoù

Asambles gant Divskouarn, kevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar Brezhoneg a-raok ar skoliata, e kinnigomp stummadurioù evit ar re o defe c'hoant da labourat war bed ar bugaligoù e Brezhoneg.

2 zevezh/ sizhun e-pad 3 sizhunvezh e-pad miz Mezheven ha Du 2017 e Landerne (29), Gwengamp (22) ha Plañvour (56). Levrig amañ : Bugaligoù ha brezhoneg

 

Prest da skrivañ ?

Ur stummadur war ar binvioù da sevel istorioù evit ar sinema, ar bannoù-treset, al levrioù, an abadennoù bev...

Savet eo bet ar stummadur-mañ a-drugarez d’ur c’henlabour etre kreizenn stummañ Stumdi, aozadur stummadurioù micher d’an dud deuet ha Groupe Ouest, Ahel European Krouiñ er Sinema.

Kaset e vo ar stummadur en-dro gant senarierien a-vicher, leun a skiant-prenet evit ober gant meizadoù diazez an dramarouriezh hag evit sevel skridoù evit ar sinema ha/pe evit ar faltazi er skinwel ha gant stummerien eus Stumdi barrek war ar skrivañ e brezhoneg.

KAVIT AMAÑ AR FOLLENN-NIJ GANT AR FICHENN ENSKRIVAÑ : Prest da skrivañ 2017

 

Partager/Sauvegarder