Stummadurioù hir

Kinniget e vez gant an aozadur teir formulenn stummadur hir evit respont da ezhommoù stummañ an deskidi a zo o fal mestroniañ ar yezh :

 

- Ar stummadur "AR BREZHONEG DINDAN 840 EURVEZH !" hag a zo ur stummadur micherelaat ha diplomus, he fal lakaat an deraouidi da dapout diazezoù mat e brezhoneg

E Aradon (56), Brest (29), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha NEVEZ : St-Brieg (22)

Div wezh ar bloaz : Eus miz Gwengolo da viz Meurzh hag eus miz Genver da viz Gouere

Teuliad emstrivadur stummadur dre soubidigezh 2017

 

- Ar stummadur "OBER GANT AR BREZHONEG !" a lak an deskidi ampart (live fin ar stummadur hir 6 miz - live B1.2 DBY d'an nebeutañ) da startaat an diazezoù ha da vezañ en o bleud gant ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid

E Aradon (56), Brest (29), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha St-Brieg (22) hervez ar goulenn

Eus miz Ebrel da viz Gouere

Teuliad emstrivadur evit ar stummadur OBER 2017

 

- Ar stummadur "EMREN E BREZHONEG" hag a zo he fal lakaat ar vrezhonegerien nevez da binvidikaat o brezhoneg.

E Aradon (56), Brest (29), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha St-Brieg (22) hervez ar goulenn

Eus miz Ebrel da viz Gouere

Teuliad emstrivadur evit ar stummadur EMREN 2017

 

Goude bezañ lennet al levrig liammet gant ar stummadur ho peus dibabet e c'hellit pellkargañ ar follenn titouriñ da leuniañ ha da adkas deomp gant ur CV hag ul lizher emginnig. Ne vo ket kadarnaet ho enskrivadur gant ar fichenn-mañ met e servijo deomp da studiañ ho koulenn a-raok ma vefe kinniget deoc'h un emgav :

 

KLIKIT WAR AR SKEUDENN EVIT PELLGARGAÑ LEVRIG PEP STUMMADUR :

Partager/Sauvegarder